Benito Mussolini
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Republik Sokial Italia, Rouantelezh Italia |
| Anv e yezh-vamm an den | Benito Mussolini |
| Anv ganedigezh | Benito Amilcare Andrea Mussolini |
| Anv-bihan | Benito |
| Anv-familh | Mussolini |
| Deiziad ganedigezh | 29 Gou 1883 |
| Lec'h ganedigezh | Predappio |
| Deiziad ar marv | 28 Ebr 1945 |
| Lec'h ar marv | Giulino |
| Doare mervel | summary execution |
| Abeg ar marv | gloaz dre arm-tan |
| Killed by | Walter Audisio |
| Lec'h douaridigezh | Mussolini Family Crypt, major cemetery of Milan |
| Tad | Alessandro Mussolini |
| Mamm | Rosa Maltoni |
| Breur pe c'hoar | Edvige Mussolini, Arnaldo Mussolini |
| Pried | Rachele Mussolini, Ida Dalser |
| Kompagnun(ez) | Ida Dalser, Margherita Sarfatti, Clara Petacci, Bianca Ceccato |
| Kar | Galeazzo Ciano di Cortellazzo, Alessandra Mussolini, Romano Floriani Mussolini |
| Familh | Romeo Santos |
| Yezh vamm | italianeg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, italianeg, alamaneg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Micher | kazetenner, kelenner, politiker |
| Implijer | Avanti! |
| Bet war ar studi e | University of Lausanne |
| Lec'h annez | Palazzo Venezia, Villa Torlonia, Romandy |
| Lec'h labour | Milano, Roma |
| Deroù ar prantad labour | 1902 |
| Dibenn ar prantad labour | 1945 |
| Strollad politikel | Republican Fascist Party, Strollad Broadel Faskour, Italian Socialist Party, Fasci Italiani di Combattimento, Revolutionary Fascist Party |
| Relijion pe kredenn | dizoueegezh |
| Liv ar blev | dark brown hair |
| Liv an daoulagad | dark brown |
| Grad milourel | First marshal of the empire |
| Skour lu | Italian Air Force, Royal Italian Air Force, Voluntary Militia for National Security |
| Anvet diwar | Benito Juárez |
| Luskad | broadelouriezh italian, faskouriezh |
| Ezel eus | Grand Council of Fascism, Accademia delle Arti del Disegno |
| Darvoud-alc'hwez | March on Rome, Fall of the Fascist regime in Italy |
| Bet kinniget evit | Priz Nobel ar Peoc'h |
| Deskrivet dre | Benito Mussolini the Horseman |
| Roll elfennoù | Q27443341 |


Benito Amilcare Andrea Mussolini a zo bet ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia), ha marvet d'an 28 a viz Ebrel 1945 e Mezzegra, Como (Italia).
Politikour, kazetenner italian, krouer ar faskouriezh e voe ha penn ar strollad Partito Nazionale Fascista, PNF. Kentañ ministr Italia e voe etre miz Here 1922 betek miz Gouere 1943. Bez e voe ivez penn-stad ar Republik Sokial Italian (italianeg: Repubblica Sociale Italiana) adalek 1943 betek e varv.
Lesanvet Il Duce ("ar penn"), Mussolini a oa krouer ar faskouriezh. E 1912, Mussolini a oa bet unan eus pennoù bras ar renerezh vroadel eus ar Partito Socialista Italiano (PSI). Skarzhet e voe eus ar PSI evit bezañ bountet evit ma vefe kemeret perzh gant Italia er C'hentañ Brezel-bed, padal pennoù ar strollad a felle dezho ma chomfe neptu ar vro. Mussolini en devoa kemeret perzh er brezel el Lu roueel italian betek bezañ gloazet hag adkaset er gêr e 1917. Mussolini a oa savet a-enep ar PSI, troet e oa war-zu ar vroadelouriezh e-serr ar sokialouriezh ha goude-se en devoa savet al luskad faskour a oa enebet d'an ingalded ha da stourm ar c'hlasadoù, o tifenn ur "vroadelouriezh reveulzier" a-us d'an enebiezhoù klasadoù.
Goude ar valeadeg war Roma e miz Here 1922, Mussolini a oa deuet da vezañ ar c'hentañ ministr yaouankañ eus istor Italia betek ma vefe lakaet e plas Matteo Renzi e miz C'hwevrer 2014. Ur wech lammet an holl enebiezhoù politikel dre e polis kuzh ha lakaat maez lezenn an harzoù-labour, Mussolini hag e harperien o devoa kreñvaet o c'halloud dre un heuliad lezennoù a lakaas ar vro da vezañ un diktatouriezh unpennek. E-doug pemp bloaz, Mussolini en devoa lakaet e plas un diktatouriezh reut gnat ar c'hoant sevel un hollveliegezh. E 1929, Mussolini a sine feur-emglev Lateran gant ar Vatican, o lakaat un harz da zegadoù a vloavezhioù a stourm etre ar Stad italian hag ar pabelezh, o embann frankiz Keoded ar Vatikan.
Yaouankiz
Mussolini a zo ganet d'an 29 a viz Gouere 1883 e Dovia di Predappio, Forlì (Italia). E-pad ar marevezh faskour, Predappio a oa lesanvet "kêriadenn an Duce" ha Forlì "kêr an Duce", gant piric'hinerien o weladenniñ Predappio ha Forlì evit gwelet lec'h ganedigezh Mussolini. Tad Benito Mussolini, Alessandro Mussolini, a oa ur gov hag ur sokialour, ar vamm, Rosa (ganet Maltoni), a oa hi ur skolaerezh devot katolik. Awenet e oa bet an anv Benito a-ziwar c'hoant an tad awenet gant ar prezidant mec'hikan eus an tu kleiz Benito Juárez. E raganvioù all Andrea hag Amilcare a-ziwar ar sokialourien italian Andrea Costa hag Amilcare Cipriani. Benito a oa bugel henañ ar re Mussolini. Arnaldo hag Edvige a oa ar re all.
Pa oa paotrig, Mussolini a dremene e amzer o sikour e zad evel gov.
Rummad:Ganedigezhioù 1883 Rummad:Marvioù 1945 Rummad:Politikourien Italia Rummad:Eil Brezel-bed Rummad:Kroaz-veur al Lejion a enor Rummad:Tud fuzuilhet Rummad:Istor Italia en XXvet kantved