lein
Brezhoneg
Rummad:Brezhoneg
Etimologiezh
- (Anv-kadarn 1)
- Meneget er C'hatolikon (leiff)[1].
- Heñvel ouzh ar ger li (ls. livyow) e kerneveureg.
- Deuet eus ur ger predenek *longīmā, deveret diwar ur wrizienn geltiek *long-, miret evel longud « pred » e heniwerzhoneg ha cythlwng « yun » e kembraeg.[2]
- (Anv-kadarn 2) Diwar ur stumm blein kozh, kar d'ar ger kembraek blaen.
- (Furm verb) Savet diwar « lein- », pennrann ar verb « leinañ », hep dibenn-ger.
Anv-kadarn 1
Rummad:Brezhoneg#leinRummad:Anvioù-kadarn brezhonek#lein
lein /ˈlɛjn/ benel (liester leinoù)
- Unan eus tri fred an deiz.
- Petra, Intañvez, lavaret az poa e rojes dorn din da skaotañ traoù-lein ? — (Jarl Priel, Kleñved an Togn, Al Liamm - Tir na n-og, 1952, p. 22.)
- Pred kentañ an devezh; dijuni.
- Serveliz brein, a ra merenn eus lein. Rimadell gunujus.
- Eil pred an devezh.
- Degas va lein din, eme Yann, ha lez da storlok bremañ. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 48.)
- « Va chas mat, » eme ar roñfl, « kit da gerc’hat an tremeniad d’in d'am lein. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 48.)
- « Just avat, warc’hoaz e teu tri aotrou bras du-mañ da lein ha n’em eus ket eur c’hriñsenn da rei d’ezo...
- Da greisteiz e tigaser e lein d’ezañ — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 48.)
- Gant ur ger-mell:
- « Alo ! » eme Droc’h-Yalc’h, « peogwir emaoun e tro da c’hoari hirio, klaoustre e roin eul lein a-zoare d’eoc’h evit netra. » — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 289.)
« Va Doue ! flemmet brao oun bet gant an istrogelled-se. Ha me roet d’ezo eul lein ker mat-all ! », 291
Rimadell
- Patatez da lein,
Patatez da goan,
Da zijuniñ ar pez a van. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 379.)
Gerioù heñvelster
- dijuni (1)
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Krennlavarioù
- Petra zo da lein ?
Treid silioù ha divskouarn kelien - Petra zo da lein ?
Lost ar c'hi brein
Petra zo da goan ?
Lost ar c'hi moan
Troidigezhioù
Pred kentañ an devezh
- alamaneg : Frühstück (de) nepreizh
- euskareg : gosari (eu)
- gallaoueg : déjun (fr) gourel
- galleg : petit-déjeuner (fr) gourel
- iwerzhoneg : bricfeasta (ga) gourel
- kembraeg : brecwast (cy) gourel
- kerneveureg : hansel (kw) gourel
- nederlandeg : ontbijt (nl) nepreizh
- okitaneg : dejunar (oc) gourel
- saozneg : breakfast (en)
Eil pred an devezh
Daveoù
Roll an daveoù :
- ↑ Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 457.
- ↑ Anders Richardt Jørgensen, « Middle Breton leiff, Middle Cornish ly ‘Breakfast, Lunch’ », en Keltische Forschungen, renet gant David Stifter, Vienna, Praesens Verlag, 2008, p. 89–102.

Anv-kadarn 2
Rummad:Brezhoneg#leinRummad:Anvioù-kadarn brezhonek#lein
lein /ˈlɛjn/ gourel (liester leinoù)
- Penn uhelañ ur menez, un ti, hag all
- Pignat betek lein ar menez. — (?, p. ?.)
- ... un ti bihan 'lein ar menez. — (Kanaouenn.)
- Paotred ar skol a youc'h war lein ar wrac'hell ha drammoù a ruilh d'an traoñ ; [...]. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 34.)
- Sammet e oa bet war lein ar c'harr binvioù pesketa, avenelloù a bep ment, seier kein ha daou zen a oa o klask eren ur wetur bugel. — (Ronan Huon, AR GWENNILI-MOR, Al Liamm niv. 77, Du-Kerzu 1959, p. 412.)
Gerioù kevrennek
Deveradoù
Troidigezhioù
Furm verb
Rummad:Brezhoneg#lein
lein /ˈlɛjn/
- Furm ar verb leinañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Furm ar verb leinañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.